Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
goueliou kaer er frans.

setu ase petra c’houlen eskibien ha katoliked Bro-Zaoz. Ra zeuio Jeann da lakaat ar peoc’h gwirion etre an diou vro.


II. — Er Frans.


E eskobti Kemper.

Aotroun’ Eskob Kemper, an Aotrou Duparc, en e lizer evit Koraïz 1909, en doa pedet an dud da lakaat drapoiou oc’h o ziez d’an 18 a viz ebrel, hag e lavare d’ar parresiou n’o doa ket a dro da ober gouel Jeann d’Arc en dervez-se, da c’hedal eun dervez all. Selaouet eo bet mouez an Aotroun’Eskob. D’an 18 a viz ebrel en darn vrasa euz ar parresiou e oue great gouel Jeann d’Arc. Mall a ioa : n’oa ket a c’hoant d’a c’hedal. An tiez a ioa leun a zrapoiou, ti ar paour evel ti ar pinvidik ; en ilizou e oue great ar brezegen ha kanet kantikou evit meuli Jeann d’Arc, ha dioc’h an noz e prenesier an tiez oa eun dudi gwelet ar goulaou o lugerni. E meur a barrez e oue great prosession ar goulou hag ivez tantesiou evel da c’houel sant Ian, sant Per, pe zant patron ar barrez.

E Kemper, e iliz veur sant Kaorantin kempennet kaer, ha leun a dud enni, da 8 heur dioc’h an noz, an Aotroun’ Eskob a reaz eur brezegen dispar evit meuli Jeann d’Arc. N’oa ket eat da Roum, rak nevez bet oa o velet ar Pab. Abalamour da ze Kemperiz o deuz bet ar blijadur d’e glevet o tisplega dirazo buez Jeann d’Arc. Epad eun heur e choumaz er gador, mez an heur-ze a dremenaz buhan, rak eun dudi oa klevet an Aotroun’Eskob o komz divarben gwerc’hez Orleans.

Pa deuaz an noz, e oue plijadur ivez o velet an tiez e kear sklerijennet en eun doare kaer meurbed : an eskobti,