Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
jeann hag he moueziou.

Jeann d’Arc, na pegen huel e savfemp var hent ar zantelez !

Divar an devez-se, ar baotrez a velaz meur a vech ar sklerijen dudiuz, an den iaouank en em ziskoueze d’ezhi a veze re all tro var dro d’ezhan ; gant an amzer, Jeann a ententaz e oant elez euz ar baradoz. Ne gomzaz da zen euz an traou burzuduz-se, e Domremy da viana ; na d’he zad, na d’he mam, na d’ar beleg ma veze o koves gantha : aon e devoa ne vije miret outhi da ober bolontez Doue.

Eun devez, ar c’haera euz an elez, an hini e doa guelet da genta dindan furm eun den iaouank, a lavaraz d’ezhi : « Me eo an arc’heal Mikeal, karget gant Doue da ziouall ar Frans. » An arc’heal a lavaraz ouzpenn : « Truezuz braz eo brema doare ar vro. » Hag e tiskleriaz d’ezhi pegement e oa goasket ar Fransizien gant ar Zaozon, lavaret a reaz e kolle soudardet ar Frans gant re Vro-Zaoz, diskouez a reaz da c’houde o doa ar Zaozon c’hoant da ober ho mistri var ar vro a bez. « Ar Frans, emezhan, a zo varnez mont da goll, roue iaouank Bro-Zaoz, Herri VI, a zo embannet e Paris roue Frans ha Bro-Zaoz, eun eontr d’ezhan, an duk a Vedfort, a ren var ar peb brasa euz Bro-C’hall. Ar guir roue, Charles VII, n’eo mestr nemet var eun dachennik douar a zo e kreiz ar vro, tro var dro da gear Bourj (Bourges). Goasa zo, eme an arc’heal, mam Charles e deuz sikouret ar Zaozon da laerez rouantelez he mab, hag hema brema, eb arc’hant, eb soudardet, a zo en he zonj kuitât ar vro evit beva didrabas en eur rouantelez all benag. »

Jeann a oue glac’haret ha mantret oll o klevet kement-se, skuill a reaz daelou, rak karet a rea he bro, ha guelet a rea sklear e oa o vont da goll. Hag an arc’heal a lavaraz c’hoaz : « Sec’h da zaelou, merc’h a galon, rak Doue a gar ar Frans. C’hoant en deuz da zavetei ar vro-ma, rak hi a