Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
jeann d’arc.

zo merc’h hena an Iliz. Deut oun da ziskleria bolontez Doue, ar Frans a vezo saveteat, saveteat dre vreac’h unan euz he bugale. »

Ar baotrez a oue laouen oll o klevet komzou an arc’heal, trugarekât a reaz anezhan, ha goulen a reaz diganthan hano ar zalver-ze.

Lagad an arc’heal a baraz neuze birvidik var ar verc’h iaouank, hag e lavaraz gant eur vouez krenv : « Te eo, merc’h Doue ! kerz, kea d’ar Frans, red eo. » Neuze Jeann en em ro da lenva ha da hirvoudi. « Me zo eur verc’h divar ar meaz, ne c’houzon na pignat var varc’h, na brezellekât. » Mes an arc’heal a aslavar : « Kerz, kea d’ar Frans ! red eo. » Ha Jeann n’her guel mui. Choum a reaz neuze eno, sebezet, nec’het maro he spered, druillet he fenn gant an traou e doa klevet.

Divar neuze, spered Jeann a veze dalc’hmad o redet pell-pell dioc’h ar gear. Sonjal a rea er brezel kriz a lakea douar Frans da ruzia gant ar goad, sonjal a rea en elez a vele aliez. Ha pa deuaz, gant an amzer, an arc’heal Mikeal d’en em ziskouez d’ezhi diou pe deir guech er zizun, pa lavare d’ezhi e tlie savetei ar Frans, hi a respounte atao : « Ne c’houzon netra, piou am c’helenno ? piou am hencho ? » Hag an eal a lavaraz d’ezhi eun devez : « Doue en deuz soursi gant peb tra : diou sklerijen a zo roet d’id evit da hencha. »

Hag e velaz e guirionez diou zantez, koant evel an deiz o c’houlaoui, bep a gurunen skeduz gantho var ho bleo alaouret, en ho daouarn bod palmez glaz-beo ar verzerenti. Sellet a reant ouz Jeann gant dousder, pokat a rejont d’ezhi gant karantez, hag ar baotrez, krog en ho daouarn, a ioa eun dudi evithi choum da zellet outho. Santez Katell ha Santez Mac’harit eo e oant, ho diou int choumet nebeut