Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
iliz koz domremy




PEMPED KENTEL


Jeann hag he eontr Durand Laxart. Robert de Baudricourt, gouarner Vaucouleurs n’ho selaou ket. Moueziou Jeann a ra dezhi kuitât ar gear eb lavaret kenavezo d’he zud.


O veza ma ne grede diskleria netra d’he zud er gear, hag evit kaout eur goaz da vont ganthi betek Vaucouleurs, Jeann a ’z eaz da dremen eiz dez da di eun eôntr d’ezhi, Durand Laxart ; den fur ha leun a garantez evit he vro, ar Frans. Ar verc’hez iaouank a lavaraz da Zurand perak e oa deut betek ennhan. « Me fell d’in, emezhi, guelet ar roue iaouank hag he hencha betek Reims : eno e vezo kurunet. »

Souezet braz o klevet kement all, an eontr a joumaz eur pennad da zellet ouz he nizez : kalz soujezonou a ruille hag a ziruille en he benn. « Eun dra ziez da ober eo ? » emezhan. — « Oh ! eme Jeann, pell braz so ez euz kaoz