c’habiten a hejaz he ziouskoaz : « Ho nizez a zo sot, emezhan da Zurand, kasit-hi en dro d’he zud ? goude beza roet eur stavad benag d’ezhi, » hag e reaz d’ezho mont kuit. Eontr ha nizez a zistroaz pep hini d’he di : hen tenval he benn, rak nec’het oa ; hi seder, abalamour he Moueziou o doa lavaret d’ezhi araok : « Ne vezi ket selaouet en dro genta. »
An nep a zo galvet gant Doue d’ober eul labour braz evit he c’hloar, a dle da genta, dalc’hmad, dougen eur groaz benag, rak var ar groaz eo e vez diazezet oberou Doue.
Er gear, Jeann en em roaz d’al labour, mes he spered a nije aliez-aliez pell dioc’h Domremy, sonjal a rea er Frans rivinet. He Moueziou a zisklerie d’ezhi ar freuz braz a rea ar Zaozon : « Treac’h oant da zoudardet Charles er Flandr, en Normandi, er Champagn ha tro var dro da Baris ; evit peurziskar ar roue guirion o doa kelc’het Orleans, krenva kear a ioa chomet a du ganthan. Pa vije ar Zaozon mistri Orleans, eme ar Moueziou, ne vije na kear, na kastel, na kabiten, nag arme goest da herzel outho ; bro Frans a bez a dlie koueza eb dale etre ho daouarn. Hag ar c’helc’h a vouge Orleans a strisea bemdez. » Jeann, glac’haret oll o klevet kement-se, trubuillet o sonjal e oa hi, hag hi ebken a dlie savetei ar Frans, Jeann a joume e Domremy en despet d’ezhi.
Eun devez, kennerzet gant he Moueziou, e reaz da Zurand Laxart goulenn ma ’z afe a nevez davithan evit eun nebeut amzer. Lavaret a rea en he c’halon : « Red eo d’in diblas. Ha p’am befe kant tad ha kant mam, ha pa vefen merc’h eur roue, ha pa vefe red d’in uza va divesker betek pennou va daoulin, eo red mad d’in mont da zikour ar roue iaouank. »