ren-ze, en iliz santez Katell e Fierbois tost da gastell Chinon, Jeann a skrivaz eul lizer d’ar roue iaouank da c’houlenn beza digemeret ganthan : « Great em euz, emezhi, kant hanter kant leo evit dont d’ho sikour, ha digas d’eoc’h keleier mad. Dont a ran a berz Doue, hag evel testeni euz a gement-se, ec’h anavezin ac’hanoc’h, ha pa vefac’h kuzet etouez tud ho lez. »
Eiz leo hent o doa c’hoaz ar veachourien da ober abenn digouezout e Chinon, mes disoursi-meur oant, pa ’z eo guir e valeent var douar Frans. Ha goulskoude, en amzer trubuilluz-se ne c’helle ket eun den beza dinec’h aoualc’h, var douar he vro zoken. Eun toullad kos sourdardet, o veza klevet hano euz a veach ar plac’h iaouank, difennet gant c’houec’h den ebken, a oue fallakr aoualc’h evit ober ho zonj da zailla varnho, evit paka Jeann ha laerez he zud : mont a rejont var he hent ha choum a rejont d’he gortoz. P’en em gavaz ar verc’hez iaouank, ar zoudardet digalon a glaskaz ober lam euz ho zoull-kuz evit kelc’ha ar veachourien, mes ne c’heljont loc’h e doare ebet, hini anezho ; ho izili a ioa evel sounnet. Mantret, ar zoudardet ne lavarjont grik, Jeann hag he c’houec’h a dremenaz dre ho c’hichen eb ho guelet, eb gouzout netra divarbenn an torfet o doa c’hoant da ober, hag o deuz diskleriet divezatoc’h.
En em gavet e Chinon d’ar 6 a viz meurz 1429 vardro kreisdeiz, Jeann ne oue ket digemeret dioc’htu gant ar roue. Mont a reaz da joum en eun hostaliri, tud a zoujans Doue ennhi. He zud a embannaz e kear peger madelezuz, peger kalonek, peger santel e oa bet Jeann hed he beach. « Ne bec’he morse, emezho, he c’homzou a c’houeze en hor c’halonou tan karantez Doue. Brokuz e oue atao e kenver an oll beorien a gavaz var he hent, pa n’ e deveze mui liard ebet, e c’houlenne digant he c’hompagnunez