Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
chinon var ster loire.

rei d’ezhi eur guenneg benag en han Doue. Ker mad oa Jeann, emezho, ma na vije ket bet guelloc’h ha pa vefe bet eur zantez. »

Ma n’en doa ket ar roue iaouank Charles digemeret dioc’htu Jeann en he lez, en doa evelato roet guir d’ezhi da joum e kear ; an daou zijentil a ioa ganthi a ieaz buan betek ar re huela euz an noblans da c’houlenn ma c’helfe hi mont betek ar roue. Kuzulerien Charles a oue nec’het. Bez’e oant pevar d’ar mare-ze : de la Tremouill, Regnault de Chartr, Robert Masson ha Raoul de Gaucourt, gouarner Orleans. Pa c’houlennaz ar roue ali ar pevar-ze divar benn Jeann d’Arc, hi a aliaz Charles da zifiziout anezhi betek guelet. Lavaret a reant : « Ne dle ket ar roue kredi dioc’htu lavarou eur vaouez hag a vez diskleriet kement a draou souezuz divar he fenn. Ma roit digemer d’ezhi, emezho, eb ma teufe a berz Doue, e vezo taolet disprijans varnomp-ni ha var ar roue ive. »