Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
e chinon.

kuit ; tal Charles a ioa laouen, sklerijennet. Lavaret a reaz d’he vignouned : « Dont a dle a berz an env, rak diskleriet e deuz d’in traou ha n’int anavezet nemet gant Doue. » Ha divezatoch, pa oa dija ar roue tost d’ar bez, e tiskuliaz d’eur mignoun unan euz a gomzou Jeann : « E kreiz va ankeniou, emezhan, araok ma oa deut ar verc’hez iaouank d’am c’haout, em boa difizians euz va guiriou. Ken izel e oan diskaret gant an enebourien, ken huel e oa savet roue Bro-Zaoz, ma sonjen ne oan ket marleze guir vab Charles VI. M’am bije bet guir var rouantelez Frans, perak ’ta e kollen atao gant roue Bro-Zaoz ? Ha va anken, va zrubuill a ioa ker braz ma lavarjon da Zoue, deiz gouel an Oll Zent euz ar bloaz 1428 : Doue Oll-C’halloudek, mar doun guir vab roue Frans, grit d’in beza mestr em rouantelez, pe da viana, grit ma c’hellin

hent great gant Jeann d’Arc.