Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
he lizer d’ar zaozon.

« Jesus, Maria,

« Roue Bro-Zaoz, ha c’houi, duk a Vedfort, oc’h euz c’hoant da ren ar Frans en hano ho roue ; c’houi, Guillou Pole, komt Sulford ; c’houi, Ian, marc’hek Talbot ; c’houi, Thomas, marchek Escales, a lavar ho tri e renit ar vro dindan Bedfort ha gant he c’halloud, selaouit mouez roue an env. Restaolit d’ar verc’hez iaouank, a zo deut a berz Doue, roue an env, alc’houeziou an oll geariou oc’h euz kemeret ha goasket er Frans. Deut eo ama, a berz Doue, evit goulenn ar guiriou a zo dleet da c’hoad ar rouaned. Hi a roio gant levenez ar peoc’h d’eoc’h oll, mar kirit tec’het euz ar Frans, hag hon digoll euz an oll mizou on deuz bet ganeoc’h. Ha c’houi oll, goaregerien ha soudardet a zo paet gant ar Zaozon evit kelc’ha Orleans, it d’ar gear, Doue eo her gourc’hemen d’eoc’h ; ma ne zentit, guezit a berz mad o pezo dizale euz va c’helou evit ho prasa drouk.

« Ma ne zentit ket, Roue Bro-Zaoz, ententit mad e rin brezel er Frans d’ho tud ; ho c’has a rin kuit, mad mar plij d’eoc’h, mad ma ne ra ket ; ar re ne ’z aint ket kuit a vezo lazet. Rak me zo deut a berz Doue, roue an env, d’ho skei ha d’ho lakât er meaz euz a oll douar Frans ; mar plegont d’in, me a vezo truezuz en ho c’henver. Hag arabat d’eoc’h kredi e choumoc’h ken er vro, rak n’eo ket d’eoc’h-hu eo e roio Doue, roue an env, mab ar Verc’hez gloriuz Vari, rouantelez Frans. Charles, ar guir heritour, eo en devezo ar rouantelez-se ; setu eno bolontez Doue. Diskleriet eo bet ar volontez-se gant guerc’hez Domremy da roue Frans, hag ar roue a vezo great digemer d’ezhan e Paris gant tud an noblans, ha mistri ar zoudardet. Ma ne fell ket d’eoc’h kredi ar