Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
en hent varzu orleans.




UNNEKVED KENTEL


Orleans, kear grenv ha difennet mad, kelc’het gant ar Zaozon. Jeann ha Dunois. Bagou a gas bevans e kear. Jeann he-unan a ’z a ebars.


Er mare-ze, Orleans a ioa skuizet gant ar c’helc’h striz stardet gant ar Zaozon en dro da gear. An enebourien n’o doa ket gellet, evit c’hoaz, mont ebarz ; rak ar mogeriou a ioa sounn ha ledan, ar pemp dor a roe digor varnhi a ioa difennet mad ; tregont tour krenv hag huel, savet azioc’h ar mogeriou, a roe guel var ar vro oll tro var dro, a roe kalz sikour e pep doare d’he difennourien kalonek.

En despet d’ar mogeriou ha d’an touriou, en despet da nerz kalon he bourc’hizien hag he soudardet, kear Orleans a ioa var nez beza kemeret, rak ar bevans a ioa berr dija, pa ieaz Jeann d’he sikour. Ne c’hellet ket tamall keariz da veza bet lezirek d’en enn zilenn, rak