Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
jeann d’arc.

« ma n’o doa ket a c’hoant da veza goall-gaset ; goulenn a rea ma vije rentet d’ezhi ar zoudard Guyenn dalc’het gant ar Zaozon enep peb guir, abaoue m’en doa kaset d’ezho al lizer kenta. » Ar Zaozon a laoskaz en dro-ma paotr al lizer da zont en dro gant eur respount leun a zisprijans evit Jeann, diskleria reant dezhi e vefe devet kerkent ha m’o devije paket anezhi, dalc’her a rejont evelato Guyenn er prizoun.

Dioc’h ar pardaez, ar verc’hez iaouank a skrivaz eul lizer all evit azgoulenn Guyenn, mes, en dro-ma, Dunois a lavaraz ive he c’her : « Renta reoc’h deomp Guyenn, emezhan, anez, ar Zaozon a zo ama prizounerien a zamanto. » Gant aoun n’en defe Dunois goal gaset ar Zaozon a ioa etre he zaouarn, an enebourien a zigoraz dor prizoun Guyenn. »

Jeann, deut a berz Doue, c’hoant d’ezhi da lakat ar peoc’h da ren, ne gave ket d’ezhi e devije great aoualc’h o kas liziri da vistri an enebourien, sevel a reaz he-unan var mogeriou Orleans, da lavaret a bell hag a vouez huel d’ar Zaozon e kouesfe varno ar brasa gualheuriou ma ne ’z afent ket kuit a galon vad. Renevezi a reaz he gourdrouzou antronoz, d’ar zul, kenta devez a viz mae, mes ar Zaozon ne rejont van ebet ouz he c’hlevet, respount a reant o lavaret goasa c’hellent euz ar verc’hez iaouank.

Ma choumaz Jeann, evit tremen dioc’h Dunois, eb sailla var an enebourien, eur c’halz euz ar zoudardet, leun a galon abalamour ma oa ar verc’hez iaouank e kear, a stagaz d’ar Zaozon. Ar re-ma a oue red d’ezho kila da genta ; mes eur vech en ho c’hestell, e ouent e savete. Hag ar Fransizien, en despet d’ho nerz ha d’ho c’halon, ne c’heljont ober taol kaer ebet : Jeann ne oa ket gantho, Jeann na c’houie netra.