Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
jeann d’arc.

kent, red e oa d’ezhi ehana avechou koulz hag ar re all. Ha setu, a greiz kouskat, hag hi ha dihuna, o klevet he Moueziou a gemenne d’ezhi mont d’ar Zaozon. Guisket oll oa ; en eul lamm e oue var zav, hag e lavar d’he marc’hek : « Buan, va armou ! va marc’h ! goad Frans a ruill var an dachen. Ah ! perak n’oun ket bet dihunet kentoc’h ? Va armou ! buan ! »

He marc’hek, souezet-maro, a visk d’ezhi he dillad brezel : kear, sioul araok, a zavaz trouz braz ennhi, iouc’hal a reat e voal gaset ar Fransizien. Jeann a ziskenn prim an deleziou hag a gav he floc’hik : « Ah ! paotr kriz, emezhi, ne lavarac’h ket d’in e ma goad Frans o ruzia an douar ! » Sevel a ra var he marc’h guenn, Siouaz ! n’e deuz ket he fanniel. « Buan ! emezhi, roit d’in va fanniel dre ar prenestr, mall eo d’in beza var an dachen. » Ha kerkent ha m’e devoue he fanniel en he dourn, e reaz d’he marc’h mont d’an daou lamm ruz varzu an or dosta d’ar stourmad.

Ne c’houlen digant den nag e pe leac’h ema an emgann, na piou a zo e penn ar zoudardet : mont a ra dre an hent berra, d’an daou lamm atao ; e kichen dor kear e kav ar c’henta brezellerien gouliet a zouget da Orleans. O velet an dud keiz-se goloet a c’hoad, Jeann a zantaz he c’halon o frailla en he c’hreiz : « Biskoaz, emezhi eun devez, biskoaz n’em euz guelet goad Frans o redet eb na sounnfe va bleo var va fenn. » Ne joum na da glemm na da hirvoudi ; goad ar Fransizien a zo o redet, red eo ho zikour d’en em zifenn, da veza treac’h d’ar Zaozon ; hag hi, d’an daou lamm atao, varzu kastell Sant-Loup.

Eun nebeud marc’heien o deuz heuliet anezhi, re all a deu da c’houde, a hiniennou ; ar Fransizien a dec’he a deu en dro, leun a galon brema p’e ma Jeann gantho : en