Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
jeann d’arc.

lazet eb truez nag izom, ker kris oa ar vrezellerien en amzer-ze.

Daoust ma oa dispount epad ar stourmad, Jeann a joume evelato tener he c’halon dindan he forpant dir : Skuill a reaz daelou var ar zoudardet lazet. Gant aon ne vije bet offanset Doue epad an emgann, e reaz d’he zud kovez eno var an dachen d’ar veleien a heulie anezhi, hag e koveseaz he-unan da genta. Goudeze, e lakeaz an tan er c’hastell hag e lavaraz d’he soudardet : « Ha brema, va zud, deomp buan d’an iliz da drugarekât Doue evit ar gounit en deuz roet d’eomp. Ia, emezhi c’hoaz, trugarekaomp anezhan ; ma n’on deuz ket a zonj anezhan brema, Hen n’en dezo ket a zonj ac’hanomp ken nebeut pa vezimp en emgann. »

Ilizou Orleans a dregarnaz gant an Te Deum a drugarez, a anaoudegez vad a oue kanet ennho ; epad ma save ar moueziou varzu an env, ar c’halonou a dride gant an esperans : ar gounid kenta eo, a lavare an dud, peur eta on dezo ar gounid diveza ? Mes Orleaniz o doa fizians, rak lavaret e doa Jeann : « Trugarekait Doue, ha grit pinijen ; a benn pemp devez ama, ne vezo mui eur zoudard saoz er c’hestell a gelc’h Orleans. »

Antronoz edo ar Iaou-Bask. Ar verc’hez iaouank e doa c’hoant da ziskar en devez-se kastell krenv Sant-Laurans rak, emezhi, deut eo heur ar Zaozon, diskaret e vezint ; » mes ar c’habitened a lavaraz nan, n’o devoa ket a fizians aoualc’h e Jeann. Hi neuze, pa ’z eo guir ne dliet ket mont var an dachen, a roaz an devez-se d’ar beden.

Klevet a reaz eta an oferen evel ma rea bemdez ; ouspenn-ze, kommunia a reaz, choum a reaz pell hag hir en iliz da astenn he fedennou. Kennerzet gant ar gommunion zantel, iac’heat he ene, Jeann a c’hourc’hemennaz d’he oll