Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARZEKVED KENTEL


Ar vistri braz eneb Jeann. Kemeret a ra dre nerz kastell an Aogustined.


Mistri brezel ar Fransizien en em glevaz en devez-se da rei beac’h d’ar Zaozon antronoz. Pa zisklerie Jeann d’ezho e teuje a benn da ziskar ar Zaozon, hint-hi ne gredent ket anezhi, ne oa ket en ho zonj kas anezho kuit dre nerz, c’hoant o devoa ebken da zinerza an enebourien, d’ho skuiza ha d’ober d’ezho mont er meaz euz ar vro anezho ho-unan.

Ha daoust ma tisklerie Jeann : « Red eo diskar brema kastell braz Sant-Laurans, » hint-hi a lavare etrezho. « Kas a raimp eun nebeut soudardet varzu kastell Sant-Laurans ; ar Zaozon, dre ho spount, a zilezo ar c’hestell o deuz en tu all d’al Loire evit dont da zifenn hennez ; ni neuze gant hor guella brezellerien a dreuzo ar ster var hor bagou hag a gemero eaz unan pe zaou euz a gestell an tu all dilezet gant ho difennourien. » Ha pa deuaz Jeann betek ennho e leverjont : « Klask a raimp kemeret kastell Sant-Laurans evel ma c’hoantait. — Na nac’hit ket ar virionez ouzin, eme ar verc’hez iaouank sklerijennet gant he Moueziou, pe me c’helfe nac’h ouzoc’h brasoc’h traou eget ho kuzuliou. — Jeann, eme Dunois, neuze, gant eur vouez izel, ne c’hellemp ket diskleria dioc’htu pep tra d’eoc’h ; klask a raimp pilat kastell Sant-Laurans : ma tec’h evelato re a Zaozon euz ar c’hestell a zo en tu all