Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Lizer skrivet gant eur Breizad euz Raozoun.
————
Chalouni ker,

Araok lavaret bennoz Doue deoc’h evit beza digaset d’in ho levr, am euz bet c’hoant len eul lodennik anezan. Mes siouaz ! ne ket eul lodennik ebken am euz lennet ; n’am euz ket gellet eana gantan ac’han m’eo bet lennet ganen pen da ben.

Enor d’eoc’h ha d’ho ken-skrivanier, an Aotrou Madec, persoun Treflevenez. Setu ase eun dra hag a raio vad er vro, rak an oll a lenno ho puez Jeann d’Arc e brezounek, an dud koz koulz hag ar vugale. Ar c’halonou a drido oll o teski en ho levr peger braz e oue madelez Doue e kenver or bro pa gasas dezi, evit e savetei, eur plac’h ken burzuduz, eun hevelep santez. N’oc’h euz lezet en amc’houlou netra euz ar pez a ioa goest da rei enor d’ar Plac’h eüruz ha da ziskuez pegen izel oamp kuezet araok e donedigez.

Lod euz tud Breiz-Izel, ar re ebken a zo bet pell er skol o teski, a anaveze beteg-hen, kalz pe nebeut, oberou ar Verc’hez gloriuz. Mes an darn vuia n’o doa klevet hano ebet anezi. Den ebet n’en doa sounjet beteg vreman skriva e istor e iez or bro. C’hui ho taou ho peuz da genta bet ar zounj-se hag ho peuz great eul labour dispar. Hiviziken Jeann d’Arc a vezo divizet anezi e korn an oaled goude koan e peb ti var ar meaz evel ma vez lennet buez ar Zent...

Eur veich c’hoaz bennoz Doue deoc’h,


Theodor PILVEN ar SEVELLEC,
Bet barner e Raozoun.