Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
deut a berz doue.

na skei an disterra taol. Hag epad ma pelleant, Jeann a zistroe e kear gant Orleaniz da gana bennoz ha meuleudi d’an Oll-C’halloudek, Oh ! nag ar c’halonou a dride epad an Te Deum ! Nag a anaoudegez vad o doa ar vourc’hizien kalonek-se evit Doue da genta, hag evit Jeann he zervicherez ! evit Jeann e doa ho saveteat en eiz dez !

Lavaret a reant d’ezhi : « C’houi a zo hor zilvidigez ! » Hag hi a respounte eb an disterra lorc’h : « Trugarekait an Aotrou Doue, Hen eo en deuz ho saveteat. » Hag evit diskouez sklear anaoudegez vad an oll da Zoue, Jeann a reaz ober eur brosesion vraz e kear d’al lun 9 a viz mae. An oll a deuaz d’ar brosesion-ze dre respet, dre anaoudegez vad ; daoust ma ’zeuz tost da bemp kant vloaz abaoue, Orleaniz a renevez bep bloaz ar brosesion-ze, d’an eiz a viz mae, deiz silvidigez ho c’hear.

Er zulvez-se, 8 a viz mae 1429, oll gestell ar Zaozon a oue freuzet ; hag ar bevans, ar c’hanoliou, an armou a ioa chomet a zilerc’h an enebourien, kement a hast o doa da vont kuit, a oue digaset e kear ha gorroet mad. Da c’houde evit kloza al labour, e oue lakeat an tan er pez a joume euz ar c’hestell, oll e ouent puluc’het.

Evit c’hoarzin eun nebeut, an dud a gomze divar benn an taol fin en doa tennet eur marc’hek hanvet du Bar d’ar Zaozon. Paket gant Talbot d’an 11 a viz c’houevreur, du Bar en doa great tri miz prizoun etouez ar Zaozon, p’en em gavaz Jeann dirak Orleans ; sonj o doa an enebourien da gaout arc’hant braz evithan, araok terri he jadennou. Evit miret na deufe ho den da dec’het, ar Zaozon o doa staget eur poez pounner oc’h pep troad d’ezhan.

Pa dec’haz an arme euz a zirak Orleans, ar brizounerien a oue lakeat e kreiz, great e oue d’ezho heuil ar re all ; eur manac’h saoz a oue karget da ziouall du Bar. Hema