Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
Ar Yaou Amblit.

Ne d’oùn-mé quet bet o Sacramanti heb goulen gras ebet digant Jesus-Christ, na quemer resolution vad ebet ?

Mar em eus lavaret devotamant ar pedennou merquet en Heuryrou evit an action a c’hras, n’am eus-me quet credet em boa grêt tout, ha n’em boa muy netra da ober, heb songeal da veilla goudeze gant mui a sourci voarnon ma-unan evit conservi ar c’hras em boa recevet ?

P e d e n.

Pardonit din, va Doue, an neubet a sourci am eus bet bete vremàn da ober ervad va Action a C’hras ; aoun bras am eus na ve quemense caus ma em eus tennet quen nebeut a frouez eus a guement a gommunionou am eus grêt.

Gant pebes devotion ha pebes contantamant a raën-me, o va Doue, va Action a c’hras, ma en em dennen eus an Daul santel gant ar ferveur admirabl a sant neuse an eneou mad ha devot ! Lamit, me ho suppli, ô