Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
Ar Sul Fasq.

Autrou-Doue. Roit-èn oll dezàn, heb rei netra d’ar bed, na d’ho plijadurezou, na d’och afferiou. Ar beden, al lecturiou a zevotion, frecantation ar Sacramanchou, bisitou an Ilisou, an œuvrou a garantez ; cetu aze ar pez a dle occupi hirio pep christen.



Evit ar Lun Fasq.
Meditation var ar Resurrection spirituel eus hon eneo.


COnsiderit penaus ar pez a zesir an Ilis digant he bugale er goueliou-mâ, eo o guelet o commanç ur vuez neve, hac o ressuscita spirituelamant d’ar c’hras, ec’his ma eo ressuscitet Jesus-Christ da ur vuez glorius. Racse ive e ordren dezo purifia o eneou dre ar Sacramant a binigen, ha receo ar gouir bara a vuez.

Mæs considerit penaus evit ressuscita e gouirione, penaus evit ober ur Pasq mad, ne deo quet avoalc’h cofes ha sacramanti, rêt eo c’hoas mer-