Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
Ar Lun Fasq.

crifiet pep tra quent evit coll ar c’hras.

Na vanquit devez ebet da c’houlen gant ferveur ar c’hras caër eus ar berseverans : un donæson eo a Zoue, pehini a renquer da c’houlen bemdez.

O va Doue, grit din ar c’hras da berseveri en ho servich, en ho tougeans hac en ho carantez.



Evit ar Meurs Fasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS a apparissas d’e Zisquibien goude e Resurrection, hac a lavaraa dezo : ar peoc’h ra vezo gueneoc’h ; disquez a reas dezo ar gouliou eus a zaouarn, eus e dreit hac eus e gostez sacr. Explica a eure dezo ar Scritur santel e pehini e oa parlantet anezàn, hac e ajoutas penaus e oa ret e andurze hac e ressuscitze an trede deiz ha ma vize prezeguet ar binigen ha remission ar pec’hejou en e Hano d’an oll nationou eus ar bed.

Sant Lucas, Ch. 24.
Meditation voar ar pemp Gouli.

1 P. Gouliou hor Salver a so ur sujet a fizians evit ar bec’herien pere a zezir en em gonvertissa.