Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
Ar Meurs Fasq.

2 P. Beza ez int ur sourcen a gonsolation evit ar re just.

Considerit penaus ez eo evit hon avantaich en deus hor Salver conservet e C’houliou sacr goude e Resurrection ; ha penaus evel ma en deus o disquezet d’e Ebestel evit o c’hreât er feiz, o disquez c’hoas bremâ, evit inspira deomp ur fizians parfet en e visericord hac en e vadelez infinit.

Peguer bras pec’her benac e vec’h eta, na zisesperit quet eus ho silvidiguez. Ha doueti a illit-hu eus a garante Jesus. ? Ha songeal a illit-hu ne ve quet capabl e voad precius da voelc’hi ho pec’hejou ? Ha songeal a rit-hu penaus ar goad pehini a so sortiet eus e C’houliou sacr ne ve quet bet scuillet evidoc’h ?

Ah ! chelaouit petra lavar e-unan deoc’h ho Salver carantezus hac ho Pastor mad : Da glasq ar bec’herien eo oun deut. Ne fell quet din maro ar pec’her, mæs e gonversion. Muy a joa a vezo en Eê voar ur pec’her pehini a ra pinigen eguet voar