Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
Ar Meurs Fasq.

naontec ha pevaruguent just.

En em dennit er Gouli eus e gostez, hac e lavaro deoc’h : ene paour, ha c’hoant am be-me das condaouni, goude ma em eus scuillet bete ar berad diveza eus va goad evidoud ? Va divrec’h a so astennet, va c’hostez ha va c’halon a so digor evit da receo.

Credit parfet en deus Jesus ur gouir volonte d’ho savetei, car ne zesir netra gant muy a ardeur eguet silvidiguez an oll. Map den ne d’eo disquennet eus an Eê voar an douar, ha ne d’eo maro, nemet evit hor savetei ; hac ouspenze hor silvidiguez a so ar recompans eus e labourou, hac ar gonsolation eus e boaniou.

Credit certen penaus an defaut a fizians e madelez an Autrou-Doue, a ve ur pec’het brassoc’h eguet hoc’h oll disurzou assambles. Hac e tremense ho pec’hejou e nombr hac e grevusdet an oll grimou a so bet hac a vezo biquen commetet voar an douar, e vadelez a so c’hoas brassoc’h, e vadelez a so infinit. Jesus-Christ en deus sa-