Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
Ar Meurs Fasq.

tisfiet evidoc’h : appliquit deoc’h ar satisfaction-ze dre ur guir gonversion : detestit ho pec’hejou gant ur gouir glac’har, ha bezet assur eus ar pardon anezo.

2 P. Ne deus netra consolantoc’h evit ur C’hristen mad, eguet contempli gouliou hor Salver. Eno e quef e gonsolation en e oll boaniou hac afflictionou. Eno e tesq anduri pep tra dre exempl Jesus-Christ. Pa consider ar pez en deus souffret e Salver dre garantez evitàn, e cred penaus ne all quet anduri avoalc’h evit disquez ive dezàn e garantez hac e anaoudeguez-vad. Contant en em gaf ha leun eo a joa e creis ar boan, ar baourente, ar c’hlênvet, an humiliationou, ar chroasiou, abalamour ma en em vel hènvel ouz Jesus crucifiet, ha ma esper penaus goude beza bet lod en e souffransou voar an douar, en devezo ive lod eus e c’hloar ebars en Eê.

Peguer consolant ha peguen dous a vezo da ur C’hristen pehini en e vuez en devezo bet dalc’het un devo-