Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
Ar Sul ar C’hasimodo.

va gouliou, liquit ho torn em c’hostez, ha ne vezet quet incredul, mæs fidel. Sant Thomas a respontas : va Salver ha va Doue. Jesus a ajoutas : credet hoc’h eus, Thomas, abalamour ma hoc’h eus guelet : eürus ar re a gred, heb beza guelet.

Sant Yann, Ch. 20.
Meditation voar ar Peoc’h.
Ret eo caout ar Peoc’h gant gant an Nessa, ha gueneomp hon-unan.
Ar voyen da gaout ar Peoc’h-ze quen desirabl.

Considerit penaus evit caout ar peoc’h gant Doue, ez eo rêt beva en e c’hras, en e zoujans hac en e garantez. Ne deus quet a beoc’h evit ar re impi, eme ar Speret-Santel. Penaus e oufe un ene beza e peoc’h, o veza emeas a c’hras Doue, hac o velet an danger e pehini ema d’en em goll da james ? An hini n’ema quet mad gant Doue, penaus e ouf-èn en em gavout mad ganta e-unan ? Nep n’en deus