Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
Ar Sul ar C’hasimodo.

quet gras Doue, ne oufe quet en ent gavout contant, pa en defe e-unan oll vadou hac oll plijadurezou ar bed.

2 P. Ret eo beva e peoc’h gant an Nessa. Ne viot quet mad gant Doue, ma n’hoc’h eus ar peoc’h gant ho Nessa. An humilite a gonservo ar peoc’h-ze. Beza ez eus bepret division pe vresel etre ar re superb ; ne ellont guet chom o-unan, na lesel ar re-all e repos. Mæs un den humbl a suport gant patiantet defautou hac imperfectionou ar re all ; maga a ra bepret ar peoc’h, en em ober a ra gant pep-unan, hac an oll a so a-unan ga{{{2}}}tàn.

3. P. Evit caout ar peoc’h gueneoc’h hoc’h-unan, trec’hit da guenta ho coal-inclinationou ; ind-y eo a droubl repos hoc’h ene : ne oufac’h biquen o c’hontanti ; seul-vuy a accordot dezo seul-vuy e c’houlennint, ha seul-vuy ho tourmantint.

D’an eil, en em gontantit eus ho stat : Doue a oar petra so necesser deoc’h ; marteze e vizeac’h-hu en em gollet ma ho pize bet muy a vadou,