Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/121

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
Ar Sul ar C’hasimodo.

gret va fossibl evit en em lacât mad gant ma Doue ? Va c’houstians ha na rebeich-y netra din ?

Penaus e vevàn-me gant va nessa ? Suporti a ràn-me gant patientet e humor, e zefautou, e imperfectionou ? Ne doùn-me quet va-unan chagrinus, scandalus, turbulant ?

Ha beza am eus-me ar peoc’h enòn ma-unan ? En em gontanti a ràn-me eus va stad hac eus va c’hondition ? Souffr a ràn-me ma foaniou a galon vad ? En em soumeti a ràn-me e pep tra da volonte Doue ?

O va Doue, grit ne ancouaïn morse penaus ne allan quet caout ar peoc’h interieur hac ar repos a goustians nemet en ur veva en ho cras hac en ho carantez, en ur suporti va nessa gant patiantet, en ur drec’hi va goal-inclinationou, hac en ur souffr ar poaniou eus ar vuez-mâ gant ur resignation parfet d’ho polonte divin.