Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
An eil Sul


Evit an eil Sul goude Pasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’ar Farisiantet : me eo ar Pastor mad. Ur Pastor mad a expos e vuez evit e zênvet. Anaout a ràn va dêvet, ha va dêvet em anaf, ha rei a ràn va buez evit-o. Beza em eus c’hoas dênvet-all pere ne dint quet ac’hann. Me o digasso hac o lacaï oll assambles. Chelaou a raïnt va mouez : ne raïnt muy nemet ur vandenn, ha ne vezo nemet ur Pastor.

Sant Yan, Ch. 10.
Meditation voar ar Pastor mad.

1. P. Jesus a so hor Pastor mad, leun a vadelez hac a garantez evidomp.

2. P. Ha beza ez-omp ni dênvet mad ha fidel dezàn ? Ur Pastor mad a gar e zênvet, o c’hundui a ra d’ar guella peuri ; querzet a ra arauzo evit o zenna voar e lerc’h ; o difen a ra ouz ar bleizi ; guervel ha clasq a ra ar re dianquet,