Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
An drede Sul

mad o deus negliget da ober : an amser bresant e pehini e rencont quitaat quement o deus caret : ar spount rac an amser da zont, rac jugeamant an Autrou-Doue e pehini e rencont apparissa heb dale evit beza juget evit un eternite, a zeu d’o zroubli, d’o digonforti, d’o disesperi.

3. P. Considerit er c’hontrol peguen contant e vef hac e varf ar re just. Epad o buez, e creis memes o brassa afflictionou e jouissont eus ur peoc’h hac ur repos bras e goelet o c’halon. En em rejouissa a ràn, eme S. Paul, em souffrançou : leun oun a gonsolation ha leun a joa etouez va oll afflictionou. Pebes joa a santer, pa gonsiderer ez eo evit un Doue e souffrer, evit Jesus-Christ pehini en deus anduret quement evidomp.

En heur ar maro e santont ur gontantamant vras da veza dispriget ar bed hac e blijadurezou. Quitaat a reont gant joa ar bed-mâ pehini o deus bepret consideret evel o exil, ha leun int a fizians er visericord eus o Barner.