Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
goude Pasq.

ho craç, e fell din beza fidel ar rest eus va buez. Anaout a ret, va Doue, ma infirmite ha va sempladures, ha digueneoc’h eo e esperàn nerz ha couraich.



Evit ar pempet Sul goude Pasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’E Zisquibien : E guirionez, e lavaret a ràn deoc’h : va Zad a roï deoc’h quement tra a c’houlennot em hano digantàn. Bete vremâ n’hoc’h eus goulennet netra em hano ; goulennit, hac e recefot.

Ar c’homsou-mâ a so raportet gant Sant Yan, Ch. 16.
Meditation voar ar Beden.

1 P. An necessite da gaout recours da Zoue dre ar Beden.

2. P. Petra a dleomp da c’houlen digant Doue.

Considerit penaus hon eus bepret ezom da bidi, abalamour ma hon eus bepret ezom eus ar c’hraçou. Sempl ha