Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
Ar Sul goude


Evit ar Sul goude ar Yaou-Basq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a zisclerias d’e Zisquibien ar bersecution o devije da souffr abers ar Yusevien. Ho chasseel a raïnt, emezàn, eus o Sinagog, eus o Zempl, eus o Assambleou, ha dont a raï un amser e pehini ar re ho lacaï d’ar maro, a songeo dezo ober ur sacrifiç da Zoue. Ho treti a raïnt evelse, abalamour ne anaveont na va Zad na me. Quemen-mâ a lavaràn deoc’h, evit pa vezo deut an amser-ze, ma ho pezo sonch penaus am eus hoc’h avertisset.

Sant Yan, Ch. 16.
Meditation voar ar souffrançou.

1. P. Ret eo souffr er bed-mâ.

2. P. Ar voyen da ober un usaich mad eus hor souffrançou.

Considerit penaus an Ebestel, ar Merzerien, an eneou fidel ha devot o deus souffret er bed-mâ poaniou, afflictionou ha persecutionou estranch.