Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
Ar Sul ar Pantecost.

tiantet ha gant resination d’ho polonte divin. Grit din souffr er vuez-mâ ar boan a blijo gueneoc’h, ha queit ha ma blijo gueneoc’h ; n’am espernit quet er bed-mâ, mæs va espernit, me ho supli, er bed-all.



Evit Sul ar Pantecost
Meditation voar an effejou burzudus a broduas ar Speret-Santel en Ebestel hac en disquibien, ha voar an affejou admirabl a zeu ive bremâ da brodui en eneou pere en em zispos d’e receo.


COnsiderit penaus an Ebestel hac an Disquibien en em retiras oll assembles er Cenacl evit en em disposi da receo ar Speret-Santel, hervez ma en devoa ordrenet dezo o Mæstr divin abars ma pignas en Eê. Tremen a reent eno o oll amser er retret, er silanç hac en oræson, ha da benn dec devez ar Speret-Glàn a zisquennas varnezo didan ar furm a flammou tàn.