Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/150

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
Ar Sul ar Pantecost.

chafodou, ha siella a resont erfin gant o goad an testeni a rentent d’ar Feiz a brezeguent.

Admiromp an nerz ; ar gouraich, ar vertu a ro ar Speret-Santel d’ar re a so fidel da heulia e inspiration.

2 P. Considerit penaus ar Speret-Glàn a zeu c’hoas bemdez hac espicial en deiz santel-mâ, d’en em gommunica d’an eneou a so disposet d’e receo, ha penaus e teu da brodui ive enno effejou admirabl.

Distaga a ra o c’halon diouz ar bed, ober a ra dezo saouri ar madou celestiel, o scleraat a ra en o douëtou, o frotegi en dangerou hac en tentationou, o c’honsoli en o afflictionou ; ober a ra dezo santout muy a gontantamant ha muy a zouçder en humiliationou hac er souffrançou, evit ne sant tud ar bed e creiz o flijadurezou hac o zriomfou. Petra a illit-hu da zesirout en traouïen-mâ a zaëlou a guement a ve avantajussoc’h ?

Evit en em disposi eta da receo ar Speret-Santel, ho pêt sourci, da guen-