Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
Meurs ar Pantecost.
Speret-Divin, anaout a ràn ne doùn quet abandonet gueneoc’h pa glevàn c’hoas ho mouez carantezus pehini a rebeich din va infidelite ha va ingrateri ; re bell-amser so e scoït voar dôr va c’halon : petra c’houlennit-hu diguenê-me, va Doue ? Parlantit c’hoas ur veich, hac e obeissin deoc’h.
Anaout a ret va dallentez, va sempladurez, va fragilite ; roït din eta, me ho supli, sclerigen evit anaout bepret ho polonte, couraich evit antrepreni ar pez a inspiret din, ha nerz evit e beurachui.
Evit Gouel an Drindet Santel.
Abrege eus an Aviel hirio.
Esus goude e Resurrection, hac abars ma pignas en Eê, a lavaras d’e Zisquibien : iit dre ar bed-oll, instruit ar bobl, ha badezet-èn en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.