Ha me ma-unan, pehini ne doùn nemet ur pec’her, pe seurt santimant am eus ac’hanon-me ? N’en em breferàn-me quet d’ar re-all ?
Eleac’h desirout beza reputet evit netra ha beza dispriset gant ar bed, ne glascàn-me quet beza estimet ha meulet ?
Mar em eus ur mad pe un avantaich benac dreist ar re-all, n’en em c’hlorifiàn me quet e guemense, ha n’er publiàn-me quet elec’h e ouach, pe da viana tevel, ha raporti an oll gloar da Zoue ?
Ha caret a ràn-me an disprisanç hac an injuriou, pe da viana hac aoalc’h a humilite am eus-me evit o souffr gant patiantet hac eb en em glem ?
Ne doun-me quet quen arrogant ha quen ourgouillus na allàn quet soufr an distera disprigeanç, pe ar biana humiliation ? Febes differanç etre santimanchou ar Sænt ha va re-me ! Peguen humbl oant-ii, ha peguen ourgouillus oùn-me !
Cousgoude ma ne doùn humbl, ne