Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159
Gouel ar Sacramant.
Evit Gouel ar Sacramant.
Meditation voar ar sourci a dleomp da gaout da visita Jesus-Christ e Sacramant an Auter, ha voar ar profit a ellomp da denna eus ar visitou-ze.
Onsiderit Jesus-Christ voar an Auter evel ur Roue voar e Drôn evit beza bisitet gant e sugidi ; hac evit receo ar respet hac an enor a so dleet dezàn. Eno eo e teu dre e garantez dreist vusul d’hor guervell oll bras ha bian, evit distribui deomp an tenzor eus e c’hraçou, hac hor c’harga eus e zonæsonou.
Ma ve lavaret deoc’h ema Jesus-Christ er memes furm ma eo bet voar an douar, en ul lec’h benac a-bell, e pehini e ra vad da bep-unan, hac e accord d’an oll quement a c’houlennont, pebes pres, n’ho pe-hu quet da vont d’e velet ? Pebes respet n’ho pe-hu quet evintâ ? Ha c’houi a squisse en e gompaignunez ? Mancout a raec’h-hu da c’houlen digantàn hoc’h ezemou ?