Jesus-Christ a so taust deoc’h, ema en Ilis voar an Auter, e pelec’h e lavar d’an oll : deut davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulajo. Iit eta d’e visita, iit d’e adori liessa ma ellot, iit de ziscleria dezàn gant fizians ho miser, ho paourente, hoc’h infirmiteou, ho tentationou, hoc’h afflictionou, hac e teui d’hoc’h asista, d’ho consoli, d’ho tilivra. Mæs songit d’en em zerc’hel bepret dirazàn gant ar vodesti, an devotion, ar respet hac an dougeans a dle da inspira e vajeste adorabl.
Considerit c’hoas penaus ar sura moyen evit beza proteget, asistet, consolet gant hor Salver pa en recevot en ho clênvet diveza, eo e enori epad ho puez e Sacramant an Auter, e visita alies, hac e receo alies er Gommunion gant an dispositionou requis. Ar respet hac an enor ho pezo rentet dezàn durant ho puez er myster adorabl-mâ, a vezo ar muzul eus ar garantez a zisquezo deoc’h, hac eus ar graçou a raï deoc’h voar ho maro.