Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
Gouel ar Sacramant.

diou hac an oll adorationou a so bet hac a vezo rentet deoc’h gant ar Sænt hac an Elez en Eê, ha gant an eneou santel voar an douar.

Grit dre ho craç, me ho suppli ma teuin epad va buez d’hoc’h adori en Hosti dindàn ar vôal eus ar Sacramant, gant quement a respet, a fizians, a garantez hac a anaoudeguez-vad, ma allin goude va maro caout an eür d’ho couelet scler voar an Trôn eus ho cloar, d’ho contempli ha d’hoc’h adori da james gant an oll Sperejou eürus.

Meulet hac adoret ra vezo Jesus er Sacramant adorabl eus a Auter.

Act a Garantez,
Pehini a so ive mad da ober dirag ar Sacramant, hac a aller da ober e peblec’h hac e peb amser.

O va Salver carantezus, va ardanta desir eo d’ho caret bepret.

Ar garantez e deus triomfet ac’hanoc’h, grêt e deus deoc’h antrepren ha souffr pep tra evidòn, poent eo e triomfe ac’hanon-me, hac e raë din