Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
An drede Sul


Evit an drede Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus oc’h anaout e vurmure ar Farisianet en e enep dre ma receve ar bec’herien en e gompagnunez, a lavaras dezo : ur Pastor pehini en deus cant pên dânvat, hac en deus dianquet unan anezo, ha ne gouita-èn quet ar re-all oll evit mont da glasq an hini a vanq dezàn ; ha goude ma en deus e gavet, ell laca voar e ziouscoa hac e invit e vignoret n’em rejouissa gantàn, abalamour ma en deus cavet ar pez en devoa collet. Chetu aze penaus en em rejouisser en Eê, pa zeu ur pec’her epquen da ober pinigen.

Sant Lucas. Ch. 15.
Meditation voar conversion ar pec’her.

Considerit penaus Jesus-Christ ar Pastor mad ha carantezus, a zisquez en Aviel-mâ an desir ardant en deus eus a gonversion ar pec’her, figuret ha represantet dre an dânvad dian-