Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
Ar bevare Sul
Evit ar bevare Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.
Esus o veza voar bord ar mor a Diberiat, pa en em velas presset gant ar foul a bobl pehini a daustee ountàn evit clevet comzou Doue, a antreas e bâg Sant Pêr, hac o veza azeet er vag, e instrue ac’hano ar bobl. Goude e instruction ; e lavaras da Bér : taulit ho rouejou evit pesqueta. Pêr a respontas ; va Mæstr, labouret ha poaniet hon eus epad an nôs, ha n’hon eus quemeret netra : cousgoude pa en ordrenit din, me a daulo va rouet evit obeissa deoc’h. O veza e c’hreet, e quemeras ur gantite quer bras a besquet, ma torre ar rouet. Ober a reas sign da re-all a voa en ur vag all da zont d’e sicour ; dont a resont, hac an diou vag a voe carguet a besquet.
Sant Lucas. Ch. 15.
Meditation voar an Obeissanç.
1. P. Ret eo d’an oll obeissa.