Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
goude ar Pantecost.

2 P. Considerit penaus evit obeissa gant merit, eo ret obeissa pront, heb dale, heb clasq digare, obeissa a galon vad, joaüsamant, heb murmur, heb resoni, obeissa nonpas dre gontrain, mæs dre vertu.

Obeisset dre garantez evit an hini pehini evit ho prena hac ho savetei, a so en em rentet obeissant bete ar maro, hac ar maro eus ar Groas, ha pehini, evel a lavar Sant Bernard, a oue guell gantàn coll ar vuez eguet coll an obeissans.

Obeissit evit Doue, obeissit abalamour ma en ordren Doue deoc’h ; en ur guer obeissit d’ho Superioret evel da Zoue memes, o consideri Doue en o fersonaich.

Considerit obeissans parfet S. Pêr, ha deut d’e imita, tremenet en devoa an nôs o pesqueta, heb beza quemeret netra ; cousgoude querquent ha ma lavaras dezàn e Væstr divin distrei d’ar besqueres, ez eas rag-eon : n’en em arretas quet da represanti d’e Væstr e oa squiz, na d’e bidi ma