Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
Ar pempet Sul

agreabl da Zoue ha dign eus ur recompans eternel ; er c’hontrol ar c’haëra actionou grêt gant un intantion fall, a so rebuttet ha reprouvet gant Doue.

Ar Farisianet a ree cals a euvrou mad hervez an apparans, ober a reent Oræsonou hir, yun a reent ha rei an alusen : cousgoude e voent blamet ha rejetet gant hor Salver, abalamour ne voa quet evit Doue e reent quemense, mæs evit beza meulet gant ar bed, ha tremen evit tud devot ha charitabl.

Pe seurt intention hoc’h eus-hu bet bete vremâ en hoc’h actionou ? Ha n’hoc’h eus-hu quet grêt darn anezo gant un intantion fall evel ar Farisianet, evit beza guelet hac estimet gant an dud ?

Pe seurt intantion hoc’h eus-hu bet bete vremâ en hoc’h actionou ?

N’hoc’h eus-hu quen intantion en ho labour, nemet da c’hounit peadra da veva, pe da grisqui ho madou ? Chetu aze eta an oll recompans ho pezo, na esperit quet a recompans all en Eê ; en heur ho maro en em gueffot ho