Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
Ar pempet Sul

Pe seurt labour benac e reot, pe en ty pe er parc, pe memes en dro d’al loenet, grit-èn en intantion da ober e quemense bolonte Doue, pehini a fell dezàn e labourremp hac e poaniemp pebhini en e etat hac en e gondition. An traou-ze a so dister enno o-unan, mæs an intantion santel gant pehini o greot, o rento bras ha precius dirac Doue, pehini a gonsider muy an intantion hac ar galon gant pehini e agissomp, eguet an action, peguer bras bennac e ve.

Muy a istim a ra eus un dra dister grêt gant cals a garantez evitàn, eguet na ra eus a draou bras grêt gant nebeutoc’h a garantez.

O va Doue, pebez queuz am eus-me da veza negliget ur voyen quen æz ha quer facil da sanctifia ma actionou, d’o renta ageabl d’ho majeste, ha da zestum un tenzor evit an eternite.

N’hoc’h eus ma c’hrouet, va Doue, nemet evit ho servicha, just eo ne labourren nemet evidoc’h, just eo