Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/189

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
goude ar Pantecost.

n’am be quen intantion em oll actionou nemet da blijout deoc’h ha da accomplissa ho polonte. Chetu aze ar resolution a guemeràn, ha da behini e vezin fideï hivisiquen gant ar sicour eus ho cras.



Evit ar c’huec’hvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus o velet ur bobl bras pehini en heulie en désert evit clevet e bredicationou, a lavaras d’e Zisquibien : truez am eus ouz ar bobl paour-mâ ; tri dez so e teuont d’am heul, ha n’o deus netra da zibri, mar o c’hassàn d’ar guer hep beza debret un tam bennac, o c’halon a vanco dezo en hent, car darn anezo a so deut a bell. E Zisquibien a respontas : penaus e ouffet cavout en desert-mâ avoalc’h a vara evit quement a dud ? Goulen a eure outo : pet bara hoc’h eus-hu ? Seiz, emezo. Neuse e ordrenas d’ar bobl asea voar an douar, hac o veza