Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
Ar seizvet Sul

Sant Vaze, Ch. 7.
Meditation voar an Œuvrou mad.

1 P. An necessite eus an œuvrou mad.

2 P. E petra e consist an œuvrou mad.

Considerit penaus ur christen hep œuvrou mad a so ur vezen hep frouez. Ret eo da ur vezen douguen frouez, ha frouez mad peautramant e zroc’her hac e zauler en tan.

Ne d’eo quet avoalc’h evit beza salvet ne raec’h quet a zrouc, ret e c’hoas ober ar mad. Ne vezer quet daounet hepquen evit beza grêt œuvrou fal mæs c’hoas evit beza manquet da ober œuvrou mad. Ar vezen pehini ne zoüg quet a frouez mad a vezo taulet en tàn.

N’emaoump er bed-ma nemet evit ober œuvrou mad, pa n’ema-oump ennàn nemet evit servicha Doue hac evit ober hor silvidiguez. N’hor bezo a vadou, a veritou hac a recompans en Eê, nemet ar pez hor bezo acquisitet dre hon œuvrou mad.