Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
Ar seizvet Sul

ho fatig ne bermetont quet deoc’h ober mortificationou ha pinigennou bras : he bien, grit an alusen ; n’hoc’h eus quet ar voyen d’e ober, pidit ; ne illit quet memes lavaret cals a bedennou, savit a amser-da-amser epad an deiz ho calon varzu Doue ; paour oc’h ha clàn, souffrit a galon vad ho paourente, hac unisset ho poaniou gant re Jesus-Christ ; evelhen ema bepret en hor gallout ober œuvrou mad.

Grit reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Peseurt œuvrou mad hoc’h eus-hu grêt bete vremâ ? Evit piou hoc’h eus-hu labouret ? E pe fæçon ha gant pebes ferveur hoc’h-hu en em acquitet eus ho tever e quenver Doue hac e quenver ho Nessa ? petra hoc’h eus-hu grêt evit Doue ? Ma ve ret deoc’h hirio apparissa dirazàn, ha n’ho pe-hu netra da rebech deoc’h ? Hac c’houi en em gafe contant, pe evit lavaret guell, Doue hac èn a ve contant ac’hanoc’h ?

Ober a ret certen œuvrou mad,