Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/208

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
An navet Sul

necessite, ha c’hoas comsit isel ha goustat, hac e berr gomsou. En em zalc’hit bepred en ur postur humbl hac edifiant, ho taoulagat isel pe troet ouz an Auter.

Pa antreit en Ilis, lisit er mæs pep sonch ha pep souci eus hoc’h afferiou, evit songeal e Doue hepquen hac e silvidiguez hoc’h ene. Ha pa reot ho pedennou voar beïou ho tud coz, songit e teuot ive dy heb dale da occupi ar plaç a so destinet deoc’h. Pa zouger ho corf da vreina ebars er be, petra a garrec’h-hu beza grêt evit silvidiguez hoc’h ene ? Pe seurt istim a reot-hu neuse eus a guement a so er bed ? Chelaouit an avisou a ro deoc’h ho tud coz, a bere ar c’horfou a so er beïou-ze ; ma ellent parlant, pebes cusul a roent-ii deoc’h ? En em antretenit er songesonou mad ha saluter-ze : contribui a ellont cals d’ho renta modest ha devot, ha capabl int d’ho convertissa peguer bras pec’her bennac e ouffac’h beza.