Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
Ar bevare Sul eus an Azvent.

songit penaus e illit dre eno ober ho Purcator er bed-mâ ; songit er gloar a brocuro deoc’h en Eê ho pinigen hac ho mortificationou.

Mar seblant deoc’h e ve diez ha rust ar binigen, gouefeet penaus ar c’hraç interieur hac an onction a scuil Doue en ene, a ra he c’haout douç hac agréabl. Ar Sænt a oa leun a gontantamant hac a joa e creis ar rusta pinigennou.

Reflexion varnomp hon-unan.

Ha comprenet am eus-me biscoas peguen necesser eo ar binigen, ispicial d’ar bec’herien, ha da ur pec’her eveldon ?

Pe seurt pinigen, pebes mortification am eus-me grêt em buez ?

Pe sort plijadur am-eus me refuset d’am c’horf evit e bunissa eus ar plijadurezou criminel en deus quemeret ?

N’am eus me quet credet penaus goude beza coessaet va fec’hejou, ha recevet an absolven, n’em boa muy ezom ebet da ober pinigen ?