an dud pere a ïoa sujet da gals a viçou : goudese e conte da Zoue e oll actionou mad. Ar Publiquen er c’hontroll a chommas e goelet an Templ, ha ne grede quet sevel e zaoulagat varzu an Eê ; squei a ree voar poul e galon, en ur lavaret : va Doue, ho pêt truez ouzin, me pehini ne doun nemet ur pec’her. E lavaret a ràn deoc’h, a ajoutas hor Salver, hemàn a sortias eus an Templ justifiet, ha non pas eguile ; car piou bennac en em huela, a vezo humiliet, ha piou bennac en em humili, a vezo hueleet.
Considerit penaus ar beden evit beza agreabl da Zoue ha profitabl d’an ene, a dle beza grêt gat attantion, gant ferveur, gant humilite, gat fizianç e Doue ha perseveranç.
Da guenta, ret eo pidi gant attantion, da lavaret eo : ret eo lacât hor sonch en hor pedennou hac e Doue.