ferveur, hac erfin recompansi hor perseveranç.
Ma ne accord quet Doue deoc’h ho coulen pa c’houlennit traou temporel, evel ar yec’het, un issu mad en hoc’h afferiou, etc. credit ez eo un effet eus e vadelez, abalamour ma vêl e noassent d’ho silvidiguez dre ar goal usaich a raec’h anezo. Mæs na songit quet evit-ze e ve ho peden inutil deoc’h, car beza hoc’h eus ato ar frouez hac ar merit eus ar beden.
Considerit erfin penaus pa hoc’h eus recours da Zoue dre ar beden, ez eo sicour a c’houlennit digantàn ; ar pez a suppos e labourot ive hoc’h-unan. Grit eta ar pez a so en ho callout, ha Doue a raï an nemorant.
Peguen alies n’am eus-me quet pedet non pas hepquen heb ferveur, mæs heb attantion hac heb respet ! Ne veritàn-me quet ar memes rebeich a rezoc’h, va Doue, d’ar Yuzevien : Ar bobl-mâ a zeu d’am fidi a c’henou, mæs e galon a so pell diouzin.