Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/215

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
goude ar Pantecost.


Evit an unnecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


PResanti a rezur da Salver ar bed un den bouzar ha mud, evit ma plich-ze gantàn e renta pare. Jesus o veza e dennet eus ar foul a ïoa en dro dezàn, a lacas e viziat en e ziouscouarn, hac a douchas ouz e deaud en ur lavaret : En em zigourit ; ha quer buan e ziouscoarn a zigoras, e deaud en em gavas libr, hac e parlantas distinctamant. Jesus a zifennas ouz ar bobl discleria ar miracl-ze : mæs seul vuy e tifenne, seul vuy er publient, en ur lavaret gant admiration : Grêt mad en deus pep tra ; roet en deus ar c’hlevet d’ar re vouzar, hac ar parlant d’ar re vud.

Sant Marc, Ch. 7.
Meditation voar ar resination hac ar soumission da volonte Doue.

Considerit penaus ne arru netra er bed nemet dre urz Doue pe dre e