Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
Ar bevare Sul eus an Azvent.

N’am eus-me quet songet e reen avoalc’h a binigen o caout em stad cals a labour, a sourci hac a fatig ? Mæs penaus am eus-me souffret ar poaniou-ze ? Hac o recevet am eus-me gant soumission da volonte Doue ? O offret am eus-me da Zoue evit pinigen eus va fec’hejou ? Allas bevet am eus e creis ar boan hac ar binigen, ha defaut ober usaich mad eus ma foaniou, n’am eus grêt pinigen ebet.

Me a guemer hirio ar resolution da receo gant ur speret a binigen quement poan a erruo guenê. Pe sort poan benac am bezo, e livirin bepret : peguen eürus oùn-me mar gallàn gant quen neubeut a dra satisfia da Zoue, ha racquita ar poaniou am eus meritet dre ma fec’hejou.

O va Doue, va c’hreaït em resolution gant ho craç oll-galloudec.



Evit ar Sul goude Nedelec.
Abrege eus an Aviel hirio.


AN Itron Varia a zougas Jesus d’an Templ evit e bresanti d’e